Billets de l'année: 2016


  Nevez zo ema daet Arthur da vout kelennour e Sonam’. Adal an distro-skol 2016 e vo kenniget getoñ kentelioù gitar a-ziàr sonerezh hengounel Breizh ha Bro-Iwerzhon, ha traoù arall ivez (pop, folk, blues, rock, jazz swing…), e Porzh-Loeiz hag e Rianteg. Taolit ur sell àr e bajenn !

Donemat da Arthur Pinc !


D’ar Gwener 24 a viz Mezheven eh eus bet izili ha kelennerion ag ar gevredigezh é soniñ e Fest ar Sonerezh e Kervignag. Un digarez a-feson da soniñ dirak arvesterion dedennet, hag o deus bet an tu da selaou doc’h an delenn, ar glerinell hag an akordeoñ. Ret eo lâret […]

Sonam’ Fest ar Sonerezh !


Un taol « kani kreñv » evit an atalier kan. Èl ar blez paset ema bet lidet achumant blezad-skol an atalier kan hengounel kaset get Gwendal Le Ruyet dre aoziñ ur filaj e kreñvlec’h Penn-Mane e Lokmikaelig. Un digarez vrav da zizoloiñ (en-dro) ar lec’h-se, da sellet doc’h ar vorlenn gaer en […]

Filaj – Kan mod Breizh



  Skol Sonerezh Hengounel Kervignag he deus ledanaet he zachenn da gumunioù arall, ha ‘faot dezhi monet pelloc’h c’hoazh. Neuze he deus chañjet anv evit donet da vout Sonam’ Skol Sonerezh. Donemat deoc’h àr ar lec’hienn nevez-mañ !

Kenavo EMTK, donemat da Sonam’